Cantiaci

Pobloù kreisteiz Enez Vreizh

Cantiaci, Cantii, a reer eus ur boblad Belged hag a oa en Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman. O anv o devoa roet d'ur geoded eus proviñs roman Britannia. Ar vro ma oant o chom, Cantium e latin, a voe anvet Ceint diwezhatoc'h, ha Kent e saozneg.

Amezeien e oant d'ar bobl Catuvellauni, Belged anezho ivez en hanternzoz ha d'ar Regnenses er c'hornôg. Durovernum Cantiacorum, deuet da vout Canterbury, e oa o c'hêr-benn. Hervez an douaroniour Klaudios Ptolemaios edo Londinium (deuet da vout Londrez) e Ceint: ur fazi eo, hervez Rivet & Smith, rak war ribl norzh ar stêr Davoez edo Londinium[1].

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain, B. T. Batsford Ltd., London, 1979, 1982

Developed by StudentB